Eil lizher d'ar Gorintidi

Daou lizher zo bet kaset gan Paol Tars d'ar Gorintidi a gaver e Testamant Nevez ar Bibl kristen. Implijet e vo amañ 1 Kor evit Lizher Kentañ Sant Paol d'ar Gorintidi ha 2 Kor evit eil lizher Sant Paol d'ar Gorintidi.

Hervez Maodez Glanndour[1], e vefe bet skrivet ul lizher all etre an daou lizher a anavezomp goude « bezañ tremenet dre Gorintoz, gweladenn bet poanius-kenañ evitañ ». Anvet eo gant Paol al lizher-se « al lizher e kreiz an daeroù » (2 Kor 2, 3-9 ha 7, 8-12). Kollet eo bet. Hervez ar « Bible de Jérusalem »[2] e vefe 2 Kor 10-13 un darn eus al lizher e kreiz an daeroù  bet staget ouzh 2 Kor gant ar re o deus strollet skridoù an abostol.

Menegiñ a ra ar « Bible de Jérusalem » ul lizher all anvet gant ar viblourien « rak-kanonek » (so. 1 Kor 5, 9-13), kollet ivez, a c'hellfe bezañ roudoù anezhañ e 2 Kor 6, 14-7, 1.

Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher ouzhpenn. Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gan tar re o deus stollet skridoù an abostol.

  1. (br) Troidigezh an Testamant Nevez, eil levrenn, Al Liamm, 1971, p 353
  2. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1484

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search